E 1985 e oa bet krouet Kreizenn ar geriaouiñ. Dont a rae ar grouidigezh da heul diviz ur bodad labour a oa bet e-doug ur c'hollok aozet gant Diwan e Landerne :
"Ezhomm bras ez eus e ve savet un ensavadur a vefe e bal normalizañ ar yezh teknikel ha skiantel e brezhoneg."
War-lerc'h ar skolioù kentañ derez e oa Diwan o paouez divizout kas pelloc'h e raktres ha digeriñ an eil derez d'ar mare-se.
Da heul diorroidigezh Diwan
E-kreiz ar pleustr eo bet Kreizenn ar geriaouiñ evit ar wech eta. Bodadoù- labour a oa bet krouet evit sevel an danvez a oa ezhomm evit kas erv an deskadurezh eil derez betek penn :
- Brezhoneg,
- Galleg,
- Saozneg,
- istor ha geografiezh,
- Matematik
- Fizik ha teknologiezh,
- skiantoù an natur,
- Arzoù,
- Sport,
- Kompoderezh.
Da bep hini eus ar Bodadoù e oa da fardañ an dornlevrioù hag ar fichennoù a oa ret hervez program ar skolajoù :
"Da bep bodad emañ :
a- da ziazezañ ar c'heriaoueg teknikel a denn d'e zomani. (...)
b- da sevel pe da gempenn ar binvioù kelenn a zo ezhomm : fichennoù-labour, dornlevrioù hag all... (...)
c- da brederiañ war an hentennoù pedagogel."
Hervez program al liseoù ez eus bet dalc'het da labourat er memes mod da
c'houde.
War un dro gant al labour aozañ dafar pedagogel ez eo bet kaset war-raok
normalizadur ar c'heriaoueg teknikel ha skiantel penn-da-benn da istor Diwan
eta. Aze he deus bet Kreizenn ar geriaouiñ da c'hoari he roll : bezañ ur benveg
normalizañ e darempred gant un obererezh gwirion.
Kas ur rummad bugale gant o studi betek ar vachelouriezh a oa ar pal. Ha
kement-mañ dre an holl zanvezioù skol. Ar glaoustre n'halled ket c'hwitañ warni.
Lakaat amzer da zont ar skoliata divyezhek en arvar a vefe bet marteze. Met da
gentañ eo amzer da zont ar skolidi ne oa ket da c'hoari gantañ.
Al ledañ anaoudegezh e brezhoneg
Ne oa ket ar wech kentañ e oa bet klasket ober gant ar brezhoneg evit
mont war tachenn al ledan gouiziegezh.
E lodenn gentañ an 19vet kantved e oa bet advoulet meur a wech al levrig
bet savet gant A.-L.-M. Ledan :
Conferançou curius, util hag interessant,
composet evit amusamant an dud divar ar meaz.
Etre an daou vrezel bed e oa bet tro "Office Central" Landerne da skignañ
ar mennozhioù nevez war an doareoù gwellañ da labourat ar parkeier : Kentelioù war al labour-douar gant Y. Levot-Becot, ijinour.
Pal al levrioù-mañ a oa degas un tamm kelennadurezh d'an dud. Skrivet e
oant en ur yezh a c'halle an dud lenn, daoust ma ne oa ket eus ar re "c'hlanañ".
Ha berzh o deus graet.
Diouzh an tu all emañ an Emsav "broadelour" o sevel. Goulenn a reer
gwirioù evit ar brezhoneg, met en ur mod, a soñj da lod, ez eus da brouiñ ar
varregezh a zo er yezh. Klasket ez eus bet diskouez e oa gouest ar yezh da lavaret
pep tra gant he c'herioù dezhi hec'h-unan, betek penn pellañ ar ouiziegezh.War ar patrom-mañ eo bet savet al levrioù ledañ anaoudegezh bet savet gant Meven
Mordiern en hanterenn gentañ an 20vet kantved, da skouer. Bihan eo chomet
lennerien al levrioù-mañ. Defaot a gelennadurezh er yezh a vo lavaret ? Ha
heñvel e vez bet al levrioù skol ouzh ar re-se ma vije bet brezhoneg er skolioù ?
Digor ar gaoz.
E deroù an eil hanterenn eus ar c'hantved kozh en em gav an Emsav
brezhonek gwall zigenvezet en ur vro troet kein ganti da baotred "Breiz Atao" ha
d'ar brezhoneg ivez. Kaset e vo neuze ar pleg "puraat" kalz pelloc'h gant SADED
hag ar gelaouenn Preder. Troet e vo kein da hengoun ar yezh poblek bet
amprestet ganti leksemoù latin ha roman penn-da-benn he istor ; roet e vo buhez
en-dro da wriziennoù brezhoneg kozh ha kemeret geriennoù zo e kembraeg
zoken. Ur mikrolekt brezhonek nevez a savo e-giz-se, peuzdigomprenus evit Yann
vrezhoneger. Seul aesoc'h ec'h emdro an traoù tramek an tu "glanaat" ma'z eus ul
lodenn eus an Emsav brezhoneg a dro warni hec'h-unan, distag ma 'z eo diouzh al
lodenn vrasañ eus ar vrezhonegerien.
Al labourioù geriadurezh bet savet penn da benn ar prantad-se ne 'z eont
ket ken pell avat. Geriadurioù Roparz Hemon ne degemer ar gerioù nevez savet
nemet gant diegi pa zigor an nor kentoc'h d'ar gwriziennoù etrevroadel ha
kouskoude eo bet eñ e penn an Emsav sevenadurel da vare "Breiz Atav". Gant
geriadur Garnier ha dreist-holl gant re Francis Favereau e vez adstaget ar
c'heriadurezh ouzh implij poblek ar yezh. Ma eo techet geriadur kentañ an Here
da vont vont da heul karr ar c'hlanyezhourien, an eil a ziskouez e oar treiñ ivez
etrezek ar yezh implijet evit gwir. Efed al labour a-stroll bet ret ober evit sevel
an oberenn a vefe aze dres ?
E-kreiz an diviz sosial emañ kement labour normalizañ a zo. Lakaet eo bet
gant Diwan ar pleustr war ar yezh e-kreiz an ober ganti ; en ur lec'hiañ an
obererezh skoliata evel un emsav pobl - digeriñ ar skol d'an holl o vezañ ar pal ha
n'eo ket stummañ ur "vegenn" - eo bet degaset en-dro an derminologiezh
vrezhonek da ved ar gwirvoud.
Sklaeraat an diazezoù normalizañ
Kalz pennaennoù eo bet unvan ar genlabourerien ganto. Ne oa aze nemet skiant-vat e gwirionez :
- derminologiezh e ranker diskrivañ strizh ar meizadoù a vez termenoù da stagañ outo. En tu kontrol da liesteriegezh ar c'heriaoueg voutin emeur aze ha ken pell all diouzh ar skeudennoù-lavar. En derminologiezh teknikel ha skiantel n'haller ket kaout gerioù a vez lakaet a-wechoù da dalvezout un dra ha gwechoù all un dra all, hervez an endro pe ar faltazi. Ne vez ket graet ivez gant gerioù diresis o ster. Da bep termen e veizad bevennet stizh.
- Ispisialourien war pep danvez an hini a c'hall bevennañ ar gwellañ o zachenn bleustriñ : labourat a reont war traezoù, fedoù, naouturioù anavezet mat ganto a c'hallont sevel meizadoù pe koñseptoù diwarno. Klasket e vez an termenoù da c'houde evit envel ar meizadoù-mañ. Un deoriezh a zeu da heul ur pleustr eo an derminologiezh (an hentenn gontrol da hini al leksikografiezh a ya kuit diwar ar gerioù evit termeniñ anezho drezo o-unan, an eil e-keñver egile, hervez an istor...).
- doareoù ober ar yezhoù all a ranker kemeret e kont, re ar yezhoù minorelaet all da gentañ penn (kembraeg, euskareg...). Neuze e verzer e vez graet en holl yezhoù gant gwriziennoù lakaet da "etrevroadel" (pe "etreyezhel"), savet kalz anezho diwar ar gresianeg.
- Un istor he deus pep yezh ha ne vez ket adskrivet. Hini ar brezhoneg, yezh keltiek, a zo kenliammet abaoe an deroù gant ar hengoun romanek bras- kenañ e levezon war geriaoueg hor yezh (e-giz m'eo bet war an euskareg, da skouer).
- Ne vez ket echuet ul labour normalizañ morse. Dalc'hmat e vez war gemm, seul vui ma ya an anaouedegezh war ziorren, seul gement ma 'z eus darempred ingal etre ar ginnigerien termenoù hag an implijerien. Setu aze an diazezoù o deus servijet da steuñvenn da Greizenn ar geriaouiñ da gas he fleustr war-raok da heul diorridigezh ar skoliata divyezhek.
Ar skiantoù rik e brezhoneg
Embannet ez eus bet geriaouegoù dre ma 'z eo aet al labour geriaouiñ war- raok : hini an istor eo bet an hini kentañ, deuet er maez e 1988. Lod anezho a zo bet embannet meur a wech. War tachennoù ar skiantoù rik an hini eur aet ganti ar pellañ. E ranker lavaret eo war an tachennoù-mañ an hini e oa ar muiañ d'ober. War al lennegezh, ar yezhadur, an istor pe an danvezioù all a denn da skiantoù an den ez eus bet embannet kalzig labourioù a-raok ; setu e oa bet divrazet mat al labour. geriaouegoù ar matematik, ar fizik, skiantoù an natur hag ar chompoderezh a vo kavet strollet amañ evit ar wech kentañ. En ur lakaat anezho war-linenn e vo aesaet embreg ar roll gerioù evit an implijerien. Seul hardishoc'h e c'hallo ar re-mañ kas o evezhiadennoù da Greizenn ar geriaouiñ, emichañs. N'ouspet trugarez a vefe da embann da heul al labour ventek-mañ. Diaes menegiñ an holl re o deus kemeret perzh e savidigezh al labour. Bez emañ ar re a zo deuet d'an emvodoù d'ar sadorn, e Karaez da gentañ, er Releg da c'houde hag e Landerne bremañ. Bez emañ ar re o deus kaset o soñj hag o evezhiadennoù dre ar post ordinal, un amzer a zo bet, pe dre an hini elektronek, d'an deiz-hiziv. Bez emañ ar re o deus strivet da amprouiñ, en o c'hlasoù, ar pezh a oa bet savet. Ur 100 den bennak o deus kenlabouret, e mod pe vod, gant Kreizenn ar geriaouiñ. Roet e vo anvioù ar re a zo bet, e pad ur pennad-mat, e penn ar Bodadoù- labour o deus graet war-dro an tachennoù studi a zo bodet er geriadur-mañ :
- Yann-Ber Montreer, eus bodad ar fizik hag ar c'himiezh ha kenurzhier ar skiantoù rik.
- Erwan ar Gall ha Gilbert Kerouanton, eus bodad skiantoù an natur,
- Yannig Gourmelon ha Jean Marot eus bodad ar matematik
- Paol Mingant eus bodad an istor hag ar c'heografiezh ha penn ar Greizenn bremañ.
Roll klok ar genlabourerien a vo kavet en un dokumant all. Ra vint trugarekaet holl ha kement hini a zalc'ho da gas deomp c'hoazh un evezhiadennoù bennak pe un ali. "Ali ha holen A roer d'an hini a c'houlenn" a vez embannet gant ar c'hrennlavar. N'eus ken gortoz ar retenn da zont da wir evit gwellaat al labour-mañ.
Lukian Kergoat Skol-Veur Roazhon 2 bet e penn Kreizenn ar geriaouiñ